">

Yezhoù rannvro ; sevenadur ha glad

Langues régionales : le cas français examiné à Bruxelles et Genève

Tanguy Louarn

Le Parlement européen et le Conseil économique, social et culturel des Nations Unies se penchent sur la transcription dans le droit français des textes internationaux.

Dans un rapport rendu public au printemps, la Commission européenne contre le racisme et l'intolérance (ECRI), une instance du Conseil de l'Europe, relève que la transcription en droit français du droit international est toujours incomplète.en matière de reconnaissance du concept de "discrimination linguistique". Et ceci bien que l'article 21 de la Charte européenne des droits fondamentaux, incluse dans le Traité de Lisbonne, interdise toute discrimination pour une série de raisons, dont la langue.

Trois domaines

"On entend par "racisme", la croyance qu'un motif tel que la "race", la couleur, la langue, la religion, la nationalité ou l'origine nationale ou ethnique justifie le mépris envers une personne ou un groupe de personnes" rappelle l'ECRI.

Le 1er juin, deux représentants d'ELEN (European Language Equality Network), le Breton Tangi Louarn et l'Occitan Alexis Quentin ont été auditionnés par des députés du Parlement européen à Bruxelles, pour évoquer les questions de discrimination des locuteurs de langues régionales en France, dans trois domaines : l'éducation, les médias et la vie publique.

Une réponse attendue. 

Lundi 6 juin, MM. Louarn et Quentin sont aussi intervenus, sur ces mêmes questions, cette fois devant le Conseil économique, social et culturel des Nations Unies, à Genève.

Au cours de cette séance, deux experts indépendants du Comité, un Espagnol et un Colombien, ont directement interpellé l'importante délégation française. "L'expert espagnol s'est étonné de la position française selon laquelle la modification constitutionnelle qui fait des langues régionales un patrimoine de la France (article 75-1) ne crée aucun droit ni aucune liberté que la Constitution garantit, rapporte Tangi Louarn, cet expert s'est aussi interrogé sur la lecture restrictive de droits que fait la France de la Charte européenne des langues régionales ou minoritaires."

source : http://www.ouest-france.fr/bretagne/langues-regionales-le-cas-francais-examine-bruxelles-et-geneve-4281239/

Komzet e vo brezhoneg e skol-veur Harvard

Yann Bevant, rener departamant ar saozneg ha kreizenn ar studioù iwerzhonek. Gwendal Denez, eil rener an departamant brezhoneg e Roazhon 2 (C. Le Dévéhat)

Yann Bevant, rener departamant ar saozneg ha kreizenn ar studioù iwerzhonek. Gwendal Denez, eil rener an departamant brezhoneg e Roazhon 2 (C. Le Dévéhat)

Un emglev a zo bet sinet etre departamant ar brezhoneg hag ar studioù keltiek Roazhon 2 hag Harvard. A-benn 2014 e vo kelennet brezhoneg e skol-veur vrudetañ ar bed.

Reuz en deus graet ar c’heloù-se. E-barzh Libération, Le Monde, an Huffington Post ha memes e Glamour e c’haller lenn ez eus bet sinet un emglev etre skol-veur  Roazhon 2 hag Harvard. Gwir eo e c’hell ar c’hemenn-se bezañ souezhus.
Tri bloaz zo, e oa bet Yann Bevant, rener departamant ar saozneg ha kreizenn ar studioù iwerzhonek, e Cambridge, Massasuchetts, e reter ar Stadoù-Unanet, evit klevet ur c’hendiviz  war ar studioù keltiek. E gevelebez amerikan, Catherine Mc Kenna, a oa deuet war-lerc’h e Breizh ha ganet e oa buan a-walc’h mennozh ur c’hevelerezh etre an div skol-veur. Skoazellet eo bet ar raktres gant kêr Roazhon, ha Meurgêr Roazhon.

« Meur a boent a zo e-barzh an emglev-se, eme an hini a zo ivez enklasker e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (KEBK). An hini kentañ a sell ouzh kelenn ar brezhoneg e Harvard. Ur sizhunvezh kentelioù a vo roet, gant yezhoniezh met ivez prezegennoù diwar-benn sevenadur hag Istor ar vro. » « N’hallomp ket kelenn ar yezh hep kaozeal eus ar sevenadur », a gendalc’h Gwendal Denez, eil rener an departamant brezhoneg e Roazhon 2. Ar sizhunvezh kelenn-se a vo roet ur wech bep daou vloaz, d’an nebeutañ, ha kroget e vo e miz Gwengolo 2014, « a-raok kollok bras an enklaskoù keltiek ».

Eil poent an emglev, « tu a vo deomp da gas studierien ha kelennerien du-hont, evel Erasmus e-maez Europa ». E-pad tri pe c’hwec’h miz, e teuio studierien amerikan e Breizh hag ar re a zo oc’h heuliañ ur master pe un doktorelezh e Roazhon a c’hello mont da studiañ e Harvard ha dizoleiñ al levraoueg, « dindan zouar ha bras evel meur a dachenn football », o deus soñj Yann Bevant ha Gwendal Denez. Kavet e vez memes Guiness war douar divroañ an Iwerzhoniz. « Etre daou soñj e oamp p’hon eus gwelet ar boued avat ! »

Ur fazi istorel dic’haouet

Met peseurt interest a zo gant Harvard o kelenn brezhoneg ? « Ar memes hini hon eus ni. Ar brezhoneg eo ar yezh keltiek nemeti ha ne vez ket kavet er broioù saoznek. Setu perak ne vez ket kelennet er skolioù-meur saoz. Gant an emglev-se e vez dic’haouet ur fazi istorel », a respont, fier-ruz, Yann Bevant.
Ur yezh vev eo ar brezhoneg, ha se en deus dedennet Harvard ivez. « Da lavaret eo ez eo kement ha bezañ anavezet gant skol-veur vrudetañ ar bed, a asur Gwendal Denez. Ha se ‘ra plijadur d’ar vrezhonegerien. Posteloù a zo bet kaset deomp gant tud n’o deus netra da welet gant bed an deskadurezh. Lavaret a reont deomp e tegas en-dro dezho o  emvrud. » Anaoudegezh ar brezhoneg gant ur skol-veur brudet a zo ivez un digoll « d’ar re a lavar ne servij da netra komz brezhoneg. Bremañ e c’hellomp lavaret dezho, ya, gant ar brezhoneg e c’hellez mont da Harvard. » Ur benveg kehentiñ evit Roazhon 2 eo ivez ar c’hevelerezh-se. « Ar spi a zo ganeomp sachañ studierien nevez er bloavezhioù da zont », a gloz Yann Bevant.

Pauline Kerscaven

source : "http://metropole.rennes.fr/actualites/les-themes/education/komzet-e-vo-brezhoneg-e-skol-veur-harvard/"

Yezhoù Breizh, stad an traoù

Yezhoù Breizh (ar brezhoneg hag ar gallaoueg) zo bet gwanaet abaoe kreiz an XIXvet kantved ha lakaet int bet gant an Unesco e-touez ar yezhoù « en arvar bras ». Adkavout a reont o lec’h er gevredigezh vreizhat tamm-ha-tamm. Hiziv an deiz ez eus 5,5 % eus annezidi Breizh hag a gomz brezhoneg er pemp departamant (sifr 2007). Strollegezhioù, bed ar c’hevredigezhioù, mediaoù ha tud a-youl-vat a-leizh a labour evit kas ar yezhoù rannvro war-raok hag evit gwareziñ pinvidigezh ar glad-se.

http://www.bretagne.fr/internet/jcms/c_16790/langues-de-bretagne

Ar yezhoù, glad Breizh

Ur yezh keltiek eus skourr ar predeneg eo ar brezhoneg. Degaset e oa bet da Vreizh gant ar Vretoned enbroet a oa deuet eus ar pezh a reer Breizh-Veur anezhañ bremañ, etre ar Vvet hag ar VIIvet kantved. Kant vloaz zo e veze komzet brezhoneg gant ouzhpenn ur milion a dud, bremañ ez eus gant pemp gwech nebeutoc’h a vrezhonegerien : 206 000 a gomzerien hervez ur sontadeg (Fañch Broudic – TMO) eus 2007, bezet 5,5 % eus an dud e Breizh istorel, gant an tri-c’hard anezho en tu  all da 70 vloaz. Ar gallaoueg, evel ar galleg, zo un doare yezh oil. E skourr ar yezhoù gall-ha-roman emañ ar yezh oil. Etre 2 ha 5 % eus an dud e Breizh a gomzfe gallaoueg.

Ar radioioù en brezhonez
les radios en langue bretonne en direct

BZH war eeun

Ce projet a débuté en 2003, sous l'impulsion des radios et la volonté de l'association Stalig de participer au développement de la culture bretonne. Enfin, en septembre 2004, il voit le jour... et vous pouvez maintenant écouter nos radios en direct, partout dans le monde.

Écoutez ...

Bali Breizh
France 3 Bretagne

logo france 3

'Benn disul, setu un teul-film diwarbenn Marsel Gwillou, kaner kan-ha-diskan brudet mat er vro. Ganet e 1930 e Lañruen, Marsel Guillou zo chomet a-hed e vuhez war atant e dud ha dalc'hmat neus bet kanet er festoù-noz.
Un teul-film bet savet gant Bastian Gwillou.

Regardez ...

En un danevell ez erbeder kas gwelloc’h ar yezhoù rannvro war-raok

astérix en breton

Un danevell a oa bet roet d’ar 15 a viz Gouere da vinistrez ar Sevenadur Aurélie Filippetti gant ar bodad aliañ evit kas war-raok ar yezhoù rannvro hag al liesseurted yezhel diabarzh. Enni e kinniger lakaat ar Parlamant da vouezhiañ ul lezenn evit « kadarnaat pouezusted » an euskareg, ar brezhoneg, an elzaseg pe ar yezhoù kanak. 

Rankout a reer kas war-raok ar yezhoù rannvro e Frañs evit herzel an diskar anezho, hervez un danevell roet er sizhun-mañ da vinistrez ar Sevenadur. Kinnig a reer lakaat mouezhiañ ul lezenn « arouezel-kenañ » evit « kadarnaat  pouezusted » an euskareg, ar brezhoneg, an elzaseg pe ar  yezhoù kanak. Kaset eo bet an danevell-se da benn gant ar Bodad aliañ evit kas war-raok ar yezhoù rannvro  hag al liesseurted yezhel diabarzh, kadoriet gant ar c’huzulier-Stad Rémi Caron.

Kizidikaat. 
Kinnig a reer enni ivez reiñ lañs d’ur c’houlzad brudañ broadel, gwellaat an tirourañ war an deskadurezh divyezhek. Aliañ a ra ar bodad ivez lakaat ar yezhoù rannvro muioc’h war-raok er c’hentelioù istor-douaroniezh, ha reiñ digor aesoc’h d’ar glad niverelaet er yezhoù rannvro.
 
Un doare d’ober disheñvel hervez ar yezhoù.
Gant ar bodad ez eus lakaet kemm etre ar yezhoù « bev-buhezek » hag er re a vez graet nebeut ganto. E-touez ar re gentañ emañ, er broioù m’eo anavezet an deskadurezh divyezhek, an elzaseg, an euskareg, ar brezhoneg, ar c’hatalaneg, ar c’horseg hag an okitaneg. Ar flandrezeg, ar gallaoueg, ar frankoprovañseg avat ne c’haller deskiñ nemet « en un nebeud skolioù ».
Er broioù tramor, gant an tahitianeg, ar yezhoù kreolek disheñvel, ar yezhoù kanak pe ar yezhoù amerindian eus Gwiana, e ranker plediñ ouzh ar yezhoù a-dost rak un eil yezh eo ar galleg enno peurliesañ. « Rankout a ra pep bugel gallout deskiñ lenn ha skrivañ en e yezh vamm », en deus lavaret ar bodad. Yezhoù all, dreist-holl ar yezhoù oil, tost d’ar galleg, n’o deus nemeur a dalvoudegezh hiziv an deiz nemet evit ar glad.

Arc’hantaouiñ.
Aliañ a ra ar bodad arc’hantaouiñ ar skolioù kevredigezhel ha rein an tu d’ar yezhoù rannvro da gaout ar skoazelloù publik d’ar greanterezhioù sevenadurel, evel al levraouegoù.

Saveteiñ ar yezhoù rannvro

strasbourg, sauvegarde des langues régionales

Strasbourg, d’an 11 a viz Gwengolo 2013.

Emañ Parlamant Europa o paouez degemer un danevell war gwarez ar yezhoù rannvro en arvar ha war brudañ o implij. Dre zegemer an danevell-se, bet savet gant François Alfonsi, ezel eus Strollad ar re C’hlas/ELE*, e sell Parlamant Europa ouzh ar yezhoù evel elfennoù pouezus eus pinvidigezh glad sevenadurel UE.   

Goude ar vouezhiadeg, François ALFONSI, kannad europat, en deus embannet :

« Degemeret eo bet an danevell, bet lakaet da vouezhiañ hiziv, war ar yezhoù europat en arvar da vont da get gant ar peurvrasañ eus ar gannaded ha laouen on gant an dra-se.

Europa zo unan eus ar c’hevandirioù ma’z eo puilh-kenañ ar yezhoù hag ar sevenadurioù liesseurt. Er glad-se emañ ar yezhoù ofisiel met ivez meur a zek yezh a zo en arvar da vont da get hiziv, hervez ar renabl graet gant an UNESCO.

 Gant Feur-emglev Lisboa eo bet ledanaet tachenn varregezh UE evit sikour ar sevenadurioù broadel ha rannvroel da vleuniañ. Gant an danevell-se e roer lañs en-dro d’ul lusk evit kas ar yezhoù-se war-raok hag evit saveteiñ anezho. Pa vez ur yezh o vont da get ez eo un tamm eus glad Europa a ya da get. E karg UE neuze emañ ober traoù evit saveteiñ anezhi !

 Gant an danevell-se eo sachet evezh ar Stadoù izili, en o zouez Frañs, hag a nac’h c’hoazh kemer an darbaroù a zo ezhomm, hag evit kregiñ peurwiriekaat ar Garta Europat evit ar yezhoù rannvro ha bihanniver. Gant an danevell e c’houlenner reiñ lañs en-dro d’ur politikerezh europat evit ar yezhoù en arvar, ha sikour ar programmoù da saveteiñ ar yezhoù en arvar kaset en-dro gant ar c’humuniezhioù yezh a zo anv anezho. » 

Degemeret eo bet an danevell gant 645 mouezh a-du, 29 mouezh a-enep ha 26 den hag a chom hep mouezhiañ.

An destenn, bet degemeret gant an darn vrasañ eus ar gannaded, zo bet degaset sikour dezhi gant kannaded eus strolladoù politikel hag eus rannvroioù disheñvel-kenañ en Europa.

 *ELE = Emglev Libr Europa

RAPPORT
sur les langues européennes menacées de disparition et la diversité linguistique
au sein de l'Union européenne
(2013/2007(INI))

logo commission européenne

Commission de la culture et de l'éducation
Rapporteur: François Alfonsi

SOMMAIRE

PROPOSITION DE RÉSOLUTION DU PARLEMENT EUROPEEN  .........p. 3

RÉSULTAT DU VOTE FINAL EN COMMISSION ....................    p 12

Contenu du rapport ...