">

Brezhoneg a-hed ar c'hantvedoù

Studiañ ar brezhoneg

livres en breton

Studiañ ar brezhoneg

VIIIvet kantved 
Ar skridoù koshañ hon eus e brezhoneg zo eus dibenn an VIIIvet kantved (un dornskrid medisinerezh miret e levraoueg Leiden en Izelvroioù). Goude mare an henvrezhoneg e teuas hini ar c’hrennvrezhoneg (eus an XIIvet d’ar XVIIvet kantved), hag hini ar brezhoneg modern da c’houde. E-pad ar prantad tremen etre ar c’hrennvrezhoneg hag ar brezhoneg modern e voe embannet geriadurioù ha yezhadurioù a-leizh. Ma ne veze ket mui komzet gant an uhelidi e veze studiet ar brezhoneg, koulskoude, gant al lenneien.

Eus ar XVIvet d’ar XVIIvet kantved
E 1499 e oa deuet er-maez dija « Ar C’hatholicon », anezhañ ar c’hentañ geriadur brezhoneg-galleg-latin, gant Yehann Lagadeug. Gant an Tad Maner, aozer ur yezhadur e 1659, e voe degaset cheñchamantoù e doare-skrivañ ar yezh pa notenne bep taol ar c’hemmadurioù ha pa pa ijinas ar skrivadur « c’h » evit diforc’hañ anezhañ diouzh ar « ch » a gaver er gerioù amprestet digant ar galleg. Geriadurioù ha yezhadurioù Gregor Rostrenenn pe Loeiz ar Pelleter en XVIIIvet kantved, ha goude-se labourioù ar Gonideg pe Kervarker en XIXvet kantved, a roas d’ar brezhoneg ur yezh skrivet skoueriek ha modern, tamm-ha-tamm.

XXvet kantved
En XXvet kantved e voe kendalc’het gant al lusk da skoueriekaat ha modernaat ar yezh dre al labour a  voe kaset da benn gant Frañsez Vallée ha dreist-holl gant Roparz Hemon. En eil lodenn eus an XXvet kantved e tiwanas labourioù geriadurezh a-leizh : ar pikol Geriadur Istorel ar brezhoneg gant Roparz Hemon, geriadurioù divyezhek galleg-brezhoneg (geriadurioù ar Glev, Favereau, ha me ’oar-me) pe brezhoneg-saozneg (geriadurioù ar Porzh), ha labourioù termenadurezh war meur a dachenn arbennikaet (korfadurezh, armerzh ha me ’oar-me). E dibenn an XXvet kantved e teuas er-maez ar c’hentañ geriadur brezhoneg unyezhek, ul labour-stroll, ha nebeut amzer goude un eil geriadur, fonnusoc’h, embannet o-daou gant Embannadurioù an Here. 

Skrivañ e brezhoneg

Eus an XIvet d’ar XVIvet kantved 
Abred a-walc’h ne voe ket mui ar brezhoneg yezh an uhelidi bolitikel (an dug brezhoneger diwezhañ, Hoel Kerne, a vevas en XIvet kantved), ha gant-se ne c’halle ket al lennegourien vreizhat bezañ skoazellet ganto, evel ma c’hoarveze e Kembre er Grennamzer, da skouer. Moarvat e oa bet seurt skrivagnerien ha barzhed a rae gant teknikoù luziet da sevel klotennoù diabarzh heñvel ouzh ar re a zo e kembraeg. Kavout a reer roud anezho er misterioù eus ar Grennamzer, pezhioù gant gwerzennoù,  a denne d’ar relijion alies. E-touez ar re vrudetañ anezho e c’haller menegiñ an « Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff » (1540)  pe ar « Mirouer de la Mort » (savet e 1519).
En XIXvet kantved
Ul lennegezh pobl dre gomz a oa anezhi ivez moarvat met n’eo nemet abaoe an XIXvet kantved hon eus anaoudegezh anezhi, pa oa en em lakaet an dastumerien gentañ da glask kanaouennoù ha kontadennoù.
En XIXvet kantved-se e weler ivez embannadur Barzaz Breiz, e 1849, anezhañ un dastumad kanaouennoù pobl dastumet gant Kervarker, pe c’hoazh embannadur ar c’hontadennoù dastumet gant F. an Uhel. E-keit-se e teuas war wel skridoù savet e brezhoneg, evel « Emgann Kergidu », ul levr hag a gont emgannoù ar chouanerezh e Bro-Leon. A-hed ar mare-se e voe adembannet hag adaozet meur a wech, ul levr en doa bet levezon vras war ar vrezhonegerien. Bez’ eo « Buhez ar Sent », a gont buhez ur sant evit pep devezh eus ar bloavezh hag a denn ur gentel gristen anezhi. Al levr-se, lennet hag adlennet, a veze kavet neuze hogos e pep ti.
Ar yezh skrivet, a oa unvan er Grennamzer er brezhonegva a-bezh, a gemeras neuze meur a stumm, hag a gemme hervez ar rannyezh a veze skrivet gant ar skrivagnerien. Unvanet e voe an doareoù-skrivañ diseurt-se tamm-ha-tamm hag abaoe kreiz an XXvet kantved hepken eo unvanet an doare-skrivañ da vat.

XXvet kantved
E deroù an XXvet kantved e talc’her soñj, el lennegezh, eus anvioù Malmanche evit ar c’hoariva ha Kalloc’h evit ar varzhoniezh. Goude se e voe ar gelaouenn Gwalarn, bet krouet e 1925, e deroù ul lennegezh vrezhonek vodern, gant an daneveller Jakez Riou pe ar romantourien Abeozen ha Youenn Drezen. Doareoù nevez, dianav e brezhoneg betek-henn, a gavas o flas er gelaouenn-se. Goude an eil brezel-bed e teuas ar gelaouenn lennegel Al Liamm war-lerc’h Gwalarn ha kenderc’hel a ra bremañ, gant kelaouennoù all (Brud, Brud Nevez…), da embann skridoù gant skrivagnerien nevez. En eil hanterenn eus an XXvet kantved e c’haller menegiñ an daneveller Ronan Huon, ar c’honter Pêr-Jakez Helias, pe ar varzhez Anjela Duval. Oberennoù a-leizh a zo bet troet diwar al lennegezhioù estren : Soljenitsyn, Tolkien, E.A. Poe, Tchec’hov…