">

Ar gallaoueg

Petra eo ?

Astérix à l'école d'ertour

Unan eus an div yezh « istorel » eus Breizh eo ar gallaoueg, gant ar brezhoneg. N’eus  ket un trefoedaj eus ar gallaoueg, nag ur rannyezh. Bez’ eo ur yezh romanek hag a zeu eus al latin pobl hag a zo ul lodenn eus hollad ar « yezhoù oil » (evel ar galleg, ar pikardeg, an normaneg, ar jerzenezeg …).
Ar sevenadur gallaouek zo puilh ennañ an divinadelloù, an troioù-lavar, ar c’hrennlavarioù, ar c’hontadennoù, ha me ’oar-me.
Bez’ eo ur yezh hag a veze treuzkaset dre gomz dreist-holl ; al lennegezh skrivet e gallaoueg zo kresket-kaer en ugent vloaz diwezhañ. Gallout a reer lenn barzhonegoù, kontadennoù, pezhioù-c’hoari e gallaoueg hiziviken, hag avanturioù Tintin pe Astérix zoken !
Ur yezh bev-mat eo ar gallaoueg ha graet e vez ganti bemdez gant etre 5 ha 10 % eus an dud a zo o chom e Breizh-Uhel ha komprenet e vez gant div wech muioc’h a dud. Koulskoude emañ ar c’hallaouegerien o koshaat, ha lakaet eo ar gallaoueg e-touez ar yezhoù en arvar bras gant an UNESCO. Poent-bras eo broudañ an dud da dreuzkas ar yezh evit saveteiñ anezhi.
E 2004 e oa bet anavezet ent-ofisiel gant Kuzul-rannvro Breizh, e-kichen ar galleg, ar brezhoneg hag ar gallaoueg da « Yezhoù Breizh » ha gant ar Rannvro e vez kaset ur politikerezh « youlek » war-raok evit se.
Kuzul-departamant an Il-ha-Gwilen en deus lakaet ar yezh hag ar sevenadur gallaouek e-touez an traoù da gas war-raok da gentañ abaoe 2007 ha lakaat a ra anezho en a-raok en ur harpañ « kelenn » ar yezh.

Eus pelec’h e teu ?

répartition des langues bretonnes

Kozh-douar eo ar gallaoueg ! Ur sell war istor hag orin ar gallaoueg :
Etre ar Iañ hag an IIIe kantved e oa en em ledet al latin pobl e Galia dre hanterouriezh ar soudarded hag ar genwerzherien. Levezonet e voe gant gwiskadoù yezh koshoc’h ha gant an aloubadegoù a voe lerc’h-ouzh-lerc’h. A-hed ar c’hantvedoù e voe kroget da lakaat kemm etre ar yezhoù oil en hanternoz hag ar yezhoù ok e kreisteiz Galia. E Breizh en em ziazezas ar brezhoneg, ur yezh keltiek anezhañ, dre ma oa deuet Bretoned eus Enez Vreizh adalek ar Vvet kantved. Abaoe ar Grennamzer e kaver kichen-ha-kichen ar brezhoneg hag ar gallaoueg, evel ma’z eo testeniekaet gant an dielloù.
Dont a rafe ar ger « gallaoueg » eus ar ger keltiek « gall » a yae da envel an neb a rae gant ur yezh romanek pe na gomze ket an hevelep yezh hag ar vrezhonegerien. Adalek an IXvet kantved e teuas war wel ur vevenn yezh gant ar brezhoneg (pe kentoc’h ur « c’hleuz » a oa aes da ober ur c’hammed dreistañ evit tremen eus an eil yezh d’eben) hag a oa bet o stabilaat a-hed ar bloavezhioù war ul linenn hag a ya eus Plouha da Wened. E-se e vez komzet gallaoueg en hanterennoù reter eus departamantoù a vremañ ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor, hag e pep lec’h en Il-ha-Gwilen hag el Liger-Atlantel.
Betek ma voe lakaet war-sav ar c’helenn ret evit an holl gant Jules Ferry e 1882 ha betek ma voe freuzet ar c’hevredigezhioù da-heul an daou vrezel-bed e oa ar gallaoueg yezh kehentiñ pennañ an dud e Breizh-Uhel, evel an darn vrasañ eus ar yezhoù rannvroel. Ar galleg ne veze komzet nemet gant ar pennoù-bras pe ar vourc’hizien er c’hêrioù bras. Cheñchet e oa bet yezh tamm-ha-tamm adalek ar brezel-bed kentañ betek ar bloavezhioù 1950, er c’hêrioù da gentañ ha war ar maez goude, tamm-ha-tamm ha betek hiziv an deiz.
Ar « trefoedaj », arouez ur bed kozh, ur sevenadur plouked, a veze gwelet evel un hêrezh a ranke bezañ dilezet gant an dud, kousto pe gousto, evit harpañ mont war well ar vugale er gevredigezh. Hiziv an deiz, e Breizh, ne vez ket mui komzet ar gallaoueg nag ar brezhoneg gant an darn vrasañ eus an dud.
E-keit ma oa bed sevenadurel Breizh o tihuniñ er bloavezhioù 1970, e oa bet diazezet gant un dornad emsaverien ar gevredigezh «  Les Amis du Parler Gallo » e 1976. Dont a ray da vezañ Bretagne Gallèse ha goude Bertaeyn Galeizz. E 1977 e oa bet lakaet ar gallaoueg e Karta Sevenadurel Breizh a oa bet sinet gant ar Prezidant Giscard d'Estaing. Gant ar garta-se e oa bet an anaoudegezh ofisiel kentañ eus ar gallaoueg ha ganti e voe roet aotre da gelenn anezhañ. Abaoe e weler e vez dedennet muioc’h-mui an dud gant ar gallaoueg hag eo deuet da vezañ ur yezh vuhezek en-dro. E 2004 e oa bet anavezet ent-ofisiel gant Kuzul-rannvro Breizh, a-unvouezh, ar brezhoneg hag ar gallaoueg da yezhoù Breizh e-kichen ar galleg ». E 2007 en doa  lakaet Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen ar gallaoueg hag ar sevenadur gallaouek e-touez he raktresoù pouezusañ. 


Muioc'h ...


Kelenn ar gallaoueg

War dachenn ar skolioù e kaver gallaoueg eus ar skol-vamm d’ar skol-veur en ur dremen dre un danvez dibab er Breved hag er vachelouriezh. Stummadurioù a vez kinniget d’an oadourien ivez.
Deskiñ gallaoueg,  perak ‘ta ?
Evit ober anaoudegezh gant liesseurted ar yezhoù hag aessat an deskiñ anezho en ur gemer harp war yezh ar vro
Evit treuzkas ha kompren gwelloc’h hor glad yezhel ha sevenadurel
Evit krouiñ pe adkrouiñ liammoù etre ar remziadoù
Evit ober anaoudegezh gant pinvidigezh sevenadur hengounel dre gomz Breizh-Uhel

Skoazellet e vez kelenn ar gallaoueg gant Rektoriezh Akademiezh Roazhon en deus disklêriet « e oa mennet da reiñ harp evit saveteiñ ar yezhoù rannvroel ha brudañ sevenadur Breizh ».

Istor bihan kelenn ar gallaoueg

Gwallgaset eo bet ar gallaoueg abalamour d’ar politikerezh moustrus a zo bet kaset en-dro gant ar Stad c’hall e-keñver ar yezhoù rannvroel abaoe an Dispac’h Bras. E-pad pell amzer ne oa ket deuet-mat e-barzh ar skolioù. Un toullad mat a dud kozh a lavar choazh gant doan e veze roet « taolioù reolennoù » dezho « su les dais » (war o bizied) pa ziflipe diganto ur ger gallaoueg er c’hlas…
Adalek ar bloavezhioù 1940, kouskoude, o doa merzet un nebeud skolaerien o-unan e oa ar gallaoueg ur binvidigezh hag un harp evit deskiñ galleg hag evit sikour ar skolidi a zeue a-ziwar ar maez hag a chome boud er skol. Gant adsav ar gallaoueg abaoe ar bloavezhioù 1970 e vez kelennet ar gallaoueg hiviziken eus ar skol-vamm d’ar skol-veur. Gallout a reer ivez tremen ar gallaoueg evel danvez-dibab er vachelouriezh abaoe 1983 hag e breved ar skolajoù. Eus 1984 da 2001 e oa un danvez dibab er c’honkour evit mont d’ar skolioù-mistri hag evel-se e oa bet tro da gizidikaat danvez kelennerien a-leizh. E Skol-Veur Roazhon 2 e c’hall studierien an holl aotreegezhioù studiañ gallaoueg abaoe 1998.
An dud-deuet a c’hall stagañ ganti ivez ! Kentelioù-noz ha stajoù d’an daoulamm a vez kinniget d’an oadourien gant ar c’hevredigezhioù. Deskiñ gallaoueg zo un doare da adober anaoudegezh gant yezh ar familh, da gompren gwelloc’h an endro, da ober anaouegezh gant ur yezh all pe c’hoazh da zeskiñ ur yezh a c’hallo talvezout d’an den en e vicher … Met an doare gwellañ da zeskiñ zo c’hoazh mont da gomz gant ar yezherien int o-unan ha harpañ an treuzkas er familhoù !
Mammenn : Le Galo, qhi q'c'ét don ? Tout ce que vous avez toujours voulu savoir sur le gallo,A.M. Pelhate, An amzer embanner, 2011.

Kelenn ar gallaoueg, penaos ?

Er skolioù kentañ derez :
Kelenn ar gallaoueg a c’haller evel ma kelenner ar yezhoù bev pe ar yezhoù rannvroel.

Er skolioù eil derez :
Tremen un arnodenn e gallaoueg evit breved ar skolajoù pe evit ar vachelouriezh ? Gallout a reer en ober abaoe 1983 un tamm e pep lec’h e Breizh-Uhel.
Evit gouzout hiroc’h, kit e darempred gant Kevredigezh ar Gelennerien Gallaoueg ha/pe Akademiezh Roazhon

Er skolioù-meur :
Kelenn a reer gallaoueg e Skol-Veur Breizh-Uhel Roazhon 2. Digor eo ar c’hentelioù da studierien an holl aotreegezhioù.


Ma c’hlas e gallaoueg...