">

Ar brezhoneg : Petra eo ?

Termenadur

Titeuf en breton

Ur yezh indezeuropek eo ar brezhoneg ha komzet e vez abaoe ouzhpenn 1500 vloaz. Ur yezh keltiek eo ha ne vez kavet nemet e Breizh hag ar skridoù kentañ anezhi zo eus an IXvet kantved. Hiziv an deiz ez eus e-tro 206 000 a dud a gomz brezhoneg war ar pemdez.
Adalek ar bloavezhioù 50 eo paouezet an dud da dreuzkas ar brezhoneg er familhoù en abeg d’an diouer a stadud lezennel ha dre m’eo bet argaset ar yezh, tost da vat, eus ar vuhez foran hag eus ar skolioù betek nevez zo. Setu perak eo bet renket ar brezhoneg gant an UNESCO e-touez ar yezhoù en arvar da vont da get.

Ur yezh keltiek

Kustum eo ar yezhoniourien da renkañ ar yezhoù keltiek e daou strollad. E strollad ar gouezeleg emañ an iwerzhoneg, ar skoseg hag ar manaveg (a vez komzet en Enez-Vanav). Ar brezhoneg zo e strollad ar predeneg, gant ar c’hembraeg (Kembre) hag ar c’herneveureg (Kerne-Veur). Evel ar yezhoù keltiek all ez eo deuet ar brezhoneg, pa seller ouzh an istor, eus Enez Vreizh. Kar eo ivez d’ar galianeg a zo ur yezh varv goude ma veze komzet e penn kentañ an amzervezh kristen en ul lodenn vras eus Europa ar C’hornôg (Belgia, Frañs, Suis, Norzh Italia a vremañ).

Ur yezh he livioù liesseurt

Evel an holl yezhoù bev en deus dalc’het ar brezhoneg d’emdreiñ a-hed an istor, hag ober a ra bepred. Kustum eur d’e rannañ etre meur a rannyezh hag a glot tamm-pe-damm gant an eskoptioù kozh (Kerne, Treger, Leon, Gwened). E gwirionez e vefe reishoc’h komz eus strollad ar c’hornôg ennañ rannyezhoù Kerne, Leon ha Treger, hag eus strollad ar reter a reer gwenedeg anezhañ. N’eo ket ken bras-se an diforc’hioù ha sellet a reont dreist-holl ouzh an taol-mouezh hag an distagadur. N’eus ket nemeur a ziforc’hioù a-fet geriaoueg ha yezhadur. Peurvuiañ e c’hall an dud en em gompren mat etrezo, ha hep tamm diaezamant ebet zoken evit an dud a oar lenn ha skrivañ. Abalamour m’eo digresket kalz niver ar vrezhonegerien hengounel (ne vez ket desket ar yezh er familhoù ken, koulz lavaret) ha da-heul ar cheñchamantoù bras war an tachennoù sokioarmerzhel degouezhet en eil lodenn eus an XXvet kantved emañ ar rannyezhoù en arvar da vat.

Ur yezh vodern

Daoust m’eo bet an darn vrasañ eus ar vrezhonegerien, e-pad pell, tud ha ne ouient ket lenn na skrivañ o yezh, eo dav merzout memes tra n’eus ket bet paouezet biskoazh a skrivañ brezhoneg nag a implijout anezhañ evit ezteuler soñjoù, koulz dre skrid ha dre gomz. Diazezet eo bet ar brezhoneg modern gant yezhadurourien ha geriadurourien, da gentañ adalek ar XVIIvet kantved (an Tad Maner) hag an XVIIIvet kantved (Gregor Rostrenenn) ha dreist-holl en XIXvet hag XXvet kantved, gant luskad Gwalarn pergen a roas lañs da vat d’al lennegezh vodern e brezhoneg. Labouret ez eus bet kalz war an dermenadurezh, evel-se ez eus bet degaset, tamm-ha-tamm, binvioù a oa ezhomm anezho abalamour d’ar brezhoneg da vont diouzh ar gevredigezh a vremañ. A-nebeudoù, gant strivoù an holl, ez eus bet diazezet ur yezh skoueriekaet voutin evit gallout en em dennañ e kement degouezh a vefe hag evit bezañ gouest da vont diouzh emdroadur an teknologiezhioù er bed a vremañ. Ofis Publik ar Brezhoneg a gemer perzh el labour-se gant e greizenn dermenadurezh TermBret.

Ur blegenn etre gwenn ha du

Ar brezhoneg zo kouezhet hiziv an deiz etre kebr ha toenn ha gant-se eo rediet ar gevredigezh vreizhat d’en em c’houlenn evit ar wech kentañ peseurt dazont he deus c’hoant da reiñ d’he yezh. Abamour m’eo chomet a-sav tost da vat treuzkas ar brezhoneg er familhoù eo aet an niver a yezherien war an diskar. Tremenet eur eus ouzhpenn ur milion a vrezhonegerien e deroù an XXvet kantved da 206.000 kant vloaz diwezhatoc’h. Ha kenderc’hel a ra an niver-se da zigreskiñ. Ar gevredigezh a oar muioc’h-mui hiziv an deiz, koulskoude, penaos emañ an traoù, gant oberoù an emsav sevenadurel ha kevredigezhel dreist-holl. War-raok ez a ar rouedad skolioù divyezhek ha krog eo ar strollegezhioù lec’hel da sevel politikerezhioù yezh mennet evit cheñch penn d’ar vazh.