">

Ar brezhoneg : Istor

Istor

breton: langue celtique

Ar brezhoneg, ur yezh keltiek

Ur yezh keltiek eo ar brezhoneg ha kar eo d’ar c’herneveureg, ur yezh a vez komzet e Kerne Breizh-Veur, ha d’ar c’hembraeg, ur yezh a vez komzet e Kembre. Ar pobloù a veve en Arvorig en Henamzer a oa anezho pobloù kelt hag a oa en em ziazezet eno adalek ar Vvet kantved a-raok J.K., ha galianeg a veze komzet ganto. Kendalc’het e voe d’ober gant ar yezh-se mui pe vui betek dibenn an impalaeriezh roman. D’ar mare-se, avat, e hañval Arvorig bezañ romanekaet mat dija.

Adalek dibenn ar Vvet kantved betek dibenn an impalaeriezh roman e oa bet divroidi o tont eus su hag eus kornôg Enez-Vreizh, na veze ket anvet Breizh-Veur c’hoazh, ha ganto e voe adkeltiekaet Arvorig. Ar Vretoned a dreizhas Mor Breizh a-vernioù hag en em ziazezas da vat el ledenez a gemeras an anv Breizh neuze.
Ar brezhoneg kozh, pe predeneg, a veze komzet en Enez-Vreizh, en em ledas betek al ledenez. Rannet e voe e tri skourr neuze : ar c’hembraeg hag ar c’herneveureg e kornôg hag e mervent an enezenn hag ar brezhoneg, ent strizh, war an douar-bras. Ar yezh a veze graet ganti er mare-hont, an henvrezhoneg, zo anavazet dre spisc'herioù stank, da lavaret eo notennoù skrivet e brezhoneg e marz an dornskridoù latin, pe dre anvioù divoutin a gaver e teulioù an Iliz evel Diellevr Redon (un dastumad aktaoù eus dibenn an VIIIvet kantved betek deroù an XIIvet kantved).
 
An dud nevez-erruet a lakaas Arvorig da cheñch da vat. D’al lec’hioù m’en em stalient e rojont anvioù liesseurt : plou (parrez) evel Plouzane, gwik (kreizenn ar barrez) evel Gwimilio, lann (peniti, manati) evel Lannuon, trev (lec’h annnezet ma vez labouret an douar, karter, trev) evel Tregastell, lez (lec’h ma oa an aotrou o chom) evel Lesneven, bod (demeurañs, annez) evel Bodsorc'hel… 


Ar giladenn goude an oadvezh aour

IXvet kantved 
En he mog e oa ar Stad diazezet gant an enbroidi vreton. Kêr-benn ar rouantelezh a voe staliet er Reter en un takad ma ne veze ket graet kalz gant ar brezhoneg. A-nebeudoù e voe kollet pouez gant ar brezhoneg er gevredigezh hag ent-douaroniel. Dilezet e voe ar brezhoneg gant an uhelidi vreton ha kemeret e voe e lec’h gant ar romaneg. Ar brezhoneg a oa bet o kilañ ivez a Reter da Gornôg ha tri zakad yezh a zeuas war wel el ledenez :
Er reter pellañ, Brittania Romana, ma oa bihan-kenañ an niver a Vretoned a oa o chom eno ha ma’z eas ar yezh keltiek da get buan.
Er C’hornôg d’ul linenn Sant-Brieg / Sant-Nazer, Brittania Celtica, ma kemeras ar brezhoneg e greñv evel yezh ar muianniver er gevredigezh.
E-kreiz ar vro, un takad kemmesk, ma rene an divyezhegezh brezhoneg-romaneg, ha ma’z eas ar maout gant ar romaneg a-benn ar fin.

Eus an XIIvet kantved d’ar XVIIvet kantved
Goude an  henvrezhoneg (stad ar yezh etre ar VIIvet hag an XIIvet kantved) e teuas ar c’hrennvrezhoneg (etre an XIIvet hag ar XVIIvet kantved). Tra ma veze implijet ar yezh gant an uhelidi da vare an henvrezhoneg, ar c’hrennvrezhoneg, eñ, a veze implijet dreist-holl e skridoù relijiel, e pezhioù-c’hoari dreist pep tra. Deuet e oa ar yezh da vezañ disheñvel diouzh ar c’hembraeg ha tamm-ha-tamm e pellas diouzh ar c’herneveureg.

Er XVIvet kantved 
Bevenn ar yezhoù a chomas stabil war ul linenn Norzh-Su o o vont dre vras eus Sant-Brieg da Sant-Nazer. Chomet eo al linenn-se tost digemm betek an XXvet kantved. El lodenn Reter eus ar vro, e Breizh-Uhel, e kemeras ar yezh oil he c’hreñv, gant ar gallaoueg.  Ar C’hornôg zo un dachenn ma ne vez graet koulz lavaret nemet gant ar yezh keltiek, ar brezhoneg.

Hiziv an deiz
Bevenn ar yezhoù zo deuet da goll he ster : dre holl e reer gant ar galleg standart pa’z eo deuet ar brezhoneg da vezañ un elfenn a identelezh talvoudekaus evit an holl Vretoned.


Eus ar Grennamzer betek hiziv

XVIvet kantved 
Pa voe staget Breizh ouzh Bro-C’hall e 1532 ne oa bet degaset cheñchamant ebet e stad ar yezh. Ma ne veze ket mui komzet gant ar renerien bolitikel e talc’he ar brezhoneg koulskoude da vezañ ar yezh nemeti a veze graet ganti gant an darn vrasañ eus an dud en hanterenn gornôg Breizh, ha kement-se betek deroù an XXvet kantved.
 
Eus ar XVIvet d’an XIXvet kantved
Met ar politikerezh kaset war-raok gant ar pennadurezhioù kreiz zo brudañ ur yezh vroadel hepken, ar galleg. Anat eo an dra-se adal skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 pe da vare an Dispac’h Bras : en o frezegennoù entanet ez embannas an dispac’hour Barrère pe ar beleg Grégoire dirak ar Goñvañsion e oa ar "brezhoneg" yezh ar "brizhkredennoù" pe an "enepdispac’h". Evit ar bobl, hi ivez, e oa ar brezhoneg yezh an diouiziegezh hag ar baourentez. En XIXvet kantved, pa voe savet ur reizhiad deskadurezh evit an holl, e voe skarzhet ar brezhoneg e-maez ar skol, evel ma voe skarzhet muioc’h-mui eus an tachennoù all er vuhez foran. Gwarezet eo ar galleg gant al lezennoù, pa n’eus ket eus ar brezhoneg hervez lezenn.


XXvet kantved 
Koll brud a reas ar yezh, diwar abegoù politikel, psikologogel, sokioyezhoniel hag armerzhel, ha kement-se a zispleg penaos e oad paouezet pe dost da dreuzkas ar yezh er familhoù er bloavezhioù 1950. Meur a enklask nevez graet gant an EBSSA, kelennerien skol-veur pe sokiologourien a ziskouez splann diskar treuzkas ar yezh er familhoù, ha kement-se a-hed tri remziad.
Met pa oa ar Vretoned, evit an darn vrasañ anezho, o tilezel o yezh, na dalveze mui netra er gevredigezh, e oa bet cheñchet ar sell o doa warni. Hag hiziv an deiz ez eus en o zouez ur c’hoant kreñv da saveteiñ anezhi. Er blegenn-se e oa bet krouet Ofis ar Brezhoneg. O vont war-raok emañ Ofis ar Brezhoneg ha krog eo ar strollegezhioù lec’hel da sevel politikerezhioù yezh mennet evit cheñch penn d’ar vazh.