">

An divyezhegezh

Termenadur ...

An divyezhegezh a c’hall bezañ un hollad anadennoù a sell ouzh :
·         un den a oar div yezh ;
·         ur gumuniezh ma vez graet gant div yezh.
An divyezhegezh, ent teorikel, a dalvez gallout komz ha soñjal hep diaesterioù e div yezh ken resis ha ken resis evit pep hini anezho. An dud a zo anezho gwir divyezherien a vez intret ivez gant an daou sevenadur hep diforc’h ebet etrezo ha war an holl dachennoù. An divyezhegezh eo ar stumm eeunañ eus al liesyezhegezh, a eneber ouzh an unyezhegezh (komz ur yezh hepken).

Istor ...

E-pad pell amzer e oa bet dibriziet an divyezhegezh ha roet ton d’an unyezhegezh, a oa an tu kreñv ganti (e Frañs hag er Stadoù-Unanet da skouer). Un toullad soñjoù a oa gant an dud a grede dezho en doa ar bugel nebeutoc’h a varregezh e pep hini eus an div yezh, en e yezh-vamm zoken. Ur c’hlasker amerikan en doa klasket prouiñ zoken ne oa ket ken « speredek » hag ar vugale unyezhek zoken. Rak priziet en doa barregezh bugale enbroidi a oa nevez-erruet er Stadoù-Unanet ha « muzuliet » en doa o barregezh e saozneg hepken, ur yezh hag e oa ar vugale dres oc’h ober anaoudegezh ganti.
Abaoe ar mare-se ez eus tud a-leizh hag a zifenn an divyezhegezh. Rak diskouez a ra bezañ un diskoulm da gudenn steuziadur ar yezhoù. Gouzout a reer, evit gwir, ez eus 90 % eus ar yezhoù a zo en arvar bremañ da vont de get a-raok dibenn an XXIvet kanvted [daveenn ret]. Ur seurt dazont a vefe ur baouridigezh eus an denelezh evel n’eus ket bet morse en istor. Diazezañ an divyezhegezh er broioù ma’z eus yezhoù en arvar zo un doare da wareziñ ar glad yezhel a ginnig mont da get, pa’z eo lod eus glad sevenadurel an denelezh.

Muioc'h...


Enseignement bilingue : un atout pour l'enfant !

vidéo enseignement bilingue : un atout pour l'enfant

Le documentaire « Quand le bilinguisme ouvre des portes » est en vente !

brochure : quand le bilinguisme ouvre des portes

Le film Quand le bilinguisme ouvre des portes, réalisé par Anne Jochum et coproduit par Bretagne Culture Diversité / Sevenadurioù avec les productions Préparons demain et en partenariat avec Div Yezh, est en vente. Vous pouvez vous le procurer auprès de BCD / Sevenadurioù au prix de 12 € (ajouter 7 € de frais de port) uniquement pour les particuliers, pour cela contactez-nous. Pour les associations ou structures, contactez les productions Préparons demain.

Qu’est-ce que le bilinguisme ? Aujourd’hui, alors que la moitié de la planète vit dans un univers bilingue (ou plurilingue), élever son enfant dans cette réalité pose toujours question. Comment partager une langue avec un enfant ? Comment l’enfant structure-t-il l’arrivée de ses 2 langues ? Peut-il y avoir confusion ? Pourquoi ne répond-il pas dans la langue utilisée dans la question ? Et à l’école, en classe bilingue, l’enfant peut-il se débrouiller si les parents ne parlent pas cette langue ? Pourquoi lui transmettre une langue dont il ne se servira peut-être pas au quotidien ? Y a-t-il des langues de coeur ?

Le psycholinguiste, François Grosjean, nous apporte une précieuse lumière sur les nombreuses interrogations qui entourent la réalité des familles bilingues. Ses interventions, alternées avec celles du sociologue Ronan Le Coadic et de parents avec des profils et origines variés (turque, malgache, bretonne, portugaise…) nous permettent de pouvoir comprendre un peu mieux comment l’enfant s’organise pour gérer si bien ces différentes informations.


Intervenants :

- François Grosjean, Professeur Emérite en Psycholinguisme, Université Neuchâtel
- Ronan Le Coadic, Sociologue, Professeur en Culture et Langue bretonne, Rennes 2
- Armelle Le Coz, Directrice d’école, breton/français, Plomeur
- Guillaume Morvan, Enseignant breton/français, Saint-Brieuc
- Yannig Robin, Puériculteur, à l’origine de Divskouarn

En bonus :

- interview autour des mythes du bilinguisme
- interview autour de l’approche 1 personne/1 langue 
- interview sur les apports cognitifs reliés au bilinguisme 
- « Remi, histoire d’un parent bretonnant » 
- « Katell et Tangi, témoignage sur les grands-parents » 
- « Katell et Tangi, témoignage sur la transmission aux enfants »

An divyezhegezh abred : pennad-kaoz gant Pascale PLANCHE

Pascale PLANCHE
An divyezhegezh abred : pennad-kaoz gant Pascale PLANCHE

Petra a dalvez an divyezhegezh ?

Bezañ divyezheger a dalvez kement ha bezañ gouest da ober ingal gant div yezh er vuhez pemdeziek. An divyezhegezh a dalvez ivez da envel gouested un den da ober gant div yezh gant un distagadur reizh a-walc’h, met n’eo ket peurvat dre ret, evit ma ne vefe ket skoilhoù a virfe a gompren mat ar pezh a zo lavaret, hag ivez gant gerioù ha frammoù yezhadur mestroniet mat, kement hag un unyezher eus an hevelep metoù sokial ha sevenadurel. Roet e oa bet an termenadur-se e 1990 gant Élisabeth Deshays (L'enfant bilingue : parler deux langues, une chance pour votre enfant* ; Laffont, 1970). Arabat eo ankounac’haat ober anv eus al live sevenadurel ha sokial rak al live yezh a c’hall bezañ disheñvel hervez an dud.
 
*Ar bugel divyezhek : komz div yezh, ur chañs evit ho pugel.


Daoust ha « gwelloc’h » e komzer an eil yezh eget eben evit kelo-se ?

Ya da, hag abalamour da se eo e vez « digempouez » an divyezegezh-se peurliesañ. Gwelet a reer en divyezhegezh, pe el liesyezhegezh, e vez mestroniet an div yezh en un doare disheñvel. Ha kement-se evit abegoù a bep seurt : abegoù anaoudel, mestroniet e vo gwelloc’h an eil yezh eget eben abalamour d’an doare ma ya anaoudegezh an den en-dro ; abegoù pleustrek dre ma vo implijet muioc’h an eil yezh eget eben gant an den ;  abegoù brouerek, da lavaret eo santadurel ha luskedel, a c’hall ivez lakaat an den da vezañ plijet muioc’h gant an eil yezh pe gant eben.
 
Ha petra eo an divyezhegezh abred neuze ?

Meur a seurt divyezhegezh zo. An divyezhegezh abred eo an hini ar muiañ lañsus da ziorren an divyezhegezh. Lakaat a reer kemm etre an divyezhegezh abred kempred, da lavaret eo ez eo bet savet an div yezh en ur ser gant ar bugel yaouank-flamm. Hag an divyezhegezh abred lerc’hiadek pa vez bet ar bugel dirak div yezh lerc’h-ouzh-lerc’h.

Eus divyezhegezh abred kempred emañ kont pa vez bet ganet ur bugel en ur metoù ma vez an tad hag ar vamm a orin disheñvel ha ma komzont div yezh d’ar bugel adal ma’z eo bet ganet. Ar bugel zo o vont da sevel an div yezh-se en ur ser, div “yezh-vamm” en deus neuze.

Gant an divyezhegezh abred lerc’hiadek, ar bugel yaouank zo bet ganet en ur metoù ma vez graet gant ur yezh hepken met abred-kenañ en do da zeskiñ un eil yezh peogwir o deus dibabet e dad hag e vamm skoliata anezhañ en ur metoù divyezhek pe peogwir emaint o’n em staliañ en ur vro m’he deus ar familh da zeskiñ ur yezh nevez.

Mod pe vod e ranker degas an eil yezh a-raok an oad a 5 bloaz evit ma c’hallimp komz eus un divyezhegezh abred

Divyezhegezh :  an deskadurezh prevez o sevel e grog - Breizh

comité académique de l'eneignement catholique

Poellgor akademiezh ar gelennadurezh katolik ha kerent skolidi Dihun Breizh o deus kensinet un emglev evit kas an hentad galleg-brezhoneg war-raok.
Diwar ar 14 709 a skolidi diyezhek galleg-brezhoneg ez eus 4 824 bugel skoliataet er skolioù katolik, eus ar skol-vamm d’ar vachelouriezh. Evel-e eo deuet da vezañ an eil rouedad divyezhek, a-dreñv ar rouedad publik (6 260 skoliad) ha dirak Diwan (3 678 skoliad). Abaoe 1991, ar bloavezh ma oa bet digoret ar c’hlas kentañ, en em vod kerent skolidi an hentad e kevredigezhioù lec’hel, Dihun, hag en ur gevredigezh rannvroel gant al Liger-Atlantel e-barzh, Dihun Breizh hec’h anv.

Er bloavezhioù diwezhañ-mañ ez eo bet luziet alies an darempredoù etre dileuridi ar gerent ha dileuridi an ensavadur (renerezhioù eskopti ar Gelennadurezh katolik) betek terriñ an divizoù e departamantoù zo, pe diwar-benn an dizemglevioù a oa etrezo war dachenn ar bedagogiezh.

Ar rendaeloù echuet da vat

Diaesterioù eus an amzer dremenet int hiviziken, a lavarer eus an eil tu hag egile. Poellgor akademiezh ar Gelennadurezh katolik ha Dihun Breizh zo o paouez sinañ un emglev keveliñ. Drezañ, « ar Gelennadurezh katolik e Breizh a laka, e-barzh he folitikerezh deskadurezh, diorren ar yezhoù rannvroel », brezhoneg kerkoulz ha gallaoueg. Holl elfennoù ar gelennadurezh katolik, ar renerezhioù eskopti, Skol-veur gatolik ar C’hornôg, Ensavadur uhel stummañ ar gelennadurezh katolik (EUSGeK) hag ar c’hevredigezhioù kerent skolidi (APEL) zo bet lakaet da genlabourat evit prientiñ ar garta-se.

Klasoù nevez
Ma ne anavez ar Gelennadurezh katolik ent-ofisiel nemet ur gevredigezh da zileuriañ holl  gerent ar skolidi (APEL) e ro hiviziken da z-Dihun Breizh ur statud keveler da vat evit « aesaat diorroadur kelenn ar brezhoneg, kemer perzh e brudañ an hentadoù divyezhek ha kelaouiñ an dud evit tuta kelennerien ».

Jakez de Poulpiquet, besprezidant Dihun Breizh, evel Stéphane Gouraud, rener eskopti ar Mor-Bihan, prezidant bodad sturiañ ar yezhoù rannvroel, a zoug bri, int o-daou, d’« ar c’hendiviz seder ha yael » zo bet savet evel-se. Un emglev harpet gant ar Rannvro. « Un oadvezh nevez zo krog evit ar brezhoneg er gelennadurezh katolik », eme Lena Louarn, besprezidantez ar Rannvro karget eus ar yezhoù rannvroel. Goude ma oa bet digoret c’hwec’h klas ouzhpenn e miz Gwengolo (biskoazh kement-all !), emeur o studiañ teuliadoù nevez evit digeriñ klasoù all a-benn distro-skol 2013.

Jean-Laurent BRAS.

http://www.ouest-france.fr/2012/12/21/bretagne/Bilinguisme-l-enseignement-prive-s-engage--64254645.html


L'aventure familiale du bilinguisme

l'aventure familiale du bilinguisme

Plaquette d'informations sur les filières bilingues

plaquette d'information sur les filières bilingues